Revolver (albom)

Ur pennad Revolver zo ivez.


Revolver (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 5 a viz Eost 1966
Enrolladur Studioioù Abbey Road
Pad 35:01
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
Rubber Soul (1965)
Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (1967)

Seizhvet albom ar Beatles eo Revolver, embannet d'ar 5 a viz Eost 1966 er Rouantelezh-Unanet. An albom diwezhañ savet a-raok paouez gant an troiadoù an hini eo ha merkañ a ra ur bazenn ouzhpenn en implij teknikoù ar studio a lakaio ar c'hanaouennoù embannet dibosupl da ganañ war-eeun gant pevar soner hepken. Mont a ra pelloc'h e koñseptoù degaset gant Rubber Soul ha gwelet eo evel unan eus albomoù gwellañ ha nevezusañ er sonerezh pop.

E Breizh-Veur e tremen Revolver seizh sizhun e penn ar rolloù, ha merket eo gant burutelladennoù damantus, goude ma'z eo nec'het lod eus ar gazetennerien gant kudennoù an amzer bet kaoz anezho er c'hanaouennoù. Sikouret gant an adembannadur e CD eo gwelet gant lod evel gwellañ albom ar strollad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search