Ri

Ri a dalveze roue en henvrezhoneg da vare rouantelezh Breizh (eus Nevenoe da Vourmaelon etre 845 ha 913).

Roet e voe an titl-se c'hoazh e-pad marevezh an duged Breizh betek Alan IV a Vreizh (1084-1112), lesanvet Alan Fergant, an dug diwezhañ hag a gomze brezhoneg a-vihan.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search