Riezad

E bevoniezh, ur riezad[1] pe ur renad[2] (regnum a lavarer diwar skouer al latin ivez) zo un takson a oa ar rummad uhelañ e rummatadur klasel ar bevien, pe (e reizhiad an tri damani) ar renk dindan an damani. Pep riezad zo rannet e strolladoù bihanoc'h anvet skourradoù.

Rannet e oa bed ar bevien e div riezad gant Linné : Animalia evit al loened ha Vegetabilia evit ar plant (Lakaet e oa bet ar maenadoù en un trede riezad gant Linné : ar Mineralia). Rannet e oa bet pep riezad e kevrennadoù gant Linné da gentañ. Diwezhatoc'h e vodas anezhe e skourradoù evit al loened hag e rannadoù evit ar plant. Pa oa bet dizoloet ar bevien a yae ur c'hellig d'o ober hepken (unkelliged) e voent rannet etre an div riezad : ar re a oa gouest da fiñval er skourrad eus riezad al loened anvet Protozoa, hag ar bezhinoù livet hag ar bakteri e rannad ar plant anvet Thallophyta pe Protophyta. Koulskoude e oa kalz spesadoù hag a oa diaes da lec'hiañ pe a veze lakaet e riezadoù disheñvel hervez ar skiantourien : da skouer, ar bezhin Euglena zo gouest da zilec'hiañ hag ar mycetozoa amibennheñvel ivez. Abalamour da gement-se e kinnigas Ernst Haeckel krouiñ un trede riezad anvet Protista evite[3],[4].

  1. M. Ménard, Dictionnaire français-breton, 2020, p. 1140.
  2. Diwan, Kreizenn ar geriaouiñ
  3. E. Haeckel, Generelle Morphologie der Organismen, Reimer, Berlin, 1866
  4. Joseph M. Scamardella, "Not plants or animals: a brief history of the origin of Kingdoms Protozoa, Protista and Protoctista", International Microbiology, 1999, II, 207–221

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search