Roen

Diazad ar Roen

Trede brasañ stêr Europa eo ar stêr Roen, 1 232,7 km hed dezhi, goude ar stêr Volga (3 530 km) hag ar stêr Danav (2 850 km).

Div andon zo d'ar stêr Roen, e kanton Grizon e Suis : ar Vorderrhein « Roen gentañ » en norzh da Lai da Tuma (Lenn Tuma, Tomasee en alamaneg) a lakaer da andon bennañ daoust ma'z eo hiroc'h an adstêr Rein da Medel er c'hember gant ar Vorderrhein e-kichen Disentis.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search