Roll an impalaerien roman

Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Kinniget eo amañ roll an impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg, gant deiziadoù ren pep hini anezho.

Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).

Soñjal a rae an dud e oa kar an holl impalaerien da Gaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar ; gwir eo e oa an impalaerien gentañ eus familh Kaezar.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search