Roll ar bibion

Er pennad-mañ ne dalv ar ger "pab" (latin papa, "tad") nemet evit pennoù an Iliz katolik roman.

Ar ger "pab" a vez implijet ivez gant kalz a gevredigezhioù relijiel evit termeniñ penn an aozadur.

Diaes eo klokaat ar roll-se rak n’eus ket a roll ofisiel eus ar bibien. E penn-kentañ istor an Iliz Katolik Roman ne veze ket implijet ar ger papa, ha statud tad speredel an Iliz katolik ne oa ket diazezet. E penn kêr Roma hag an tiriadoù tro-war-dro ar gêr santel e oa hepken. Betek 325 n'o doa ar bibien nemet an titl a "Eskob Roma". Galloud ha pouez ar pab n'eo ket deuet diouzhtu war-eeun eta pa oa bet savet an Iliz gant ar gristenien gentañ, ha statud tad an Iliz en deus lakaet amzer da vezañ stabilaet.
Neuze, pa gonter an niver a bibien e konter ivez an niver a eskibien Roma.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search