Ruzenn c'hargadenn mouezhiet

LFE – niverenn 145
LFEunicode ʕ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA ?\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn c'hargadenn mouezhiet, treuzskrivet [ʕ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 145.

Daoust ha ma vez lec'hiet an arouezenn-mañ e-touez renk ar ruzennoù e daolenn al LFE dre voaz e vez distaget peurliesañ er yezhoù ma vez implijet gante evel ur gensonenn dre dostaat hag implijet vez an hevelep arouezenn [ʕ] koulz evit ar ruzenn gargadenn mouezhiet hag evit ar gensonenn gargadenn dre dostaat mouezhiet, en ur c'hoût ne vez ket kavet an div son-se enebiet an eil diouzh egile e yezh ebet. Mar bez ezhomm atav e c'heller implijout ar sin diakritek ispisial evit merkañ ar fed m'emañ distaget evel ur gensonenn dre dostaat [ʕ̞] pe c'hoazh ur sin diakritek all evit diskwel emañ distaget evel ur ruzenn [ʕ̝].

Ral a wezh e kaver kensonennoù gargadenn e-touez yezhoù ar bed ha peurliesañ pa gomzer eus kensonennoù a seurt-se e tizoloer, pa vezont dielfennet donoc'h, e tennont kentoc'h da gensonennoù ankoue, da skouer en arabeg e vez distaget ar fonenn treuzskrivet /ʕ/ peurliesañ evel ur ruzenn ankoue mouezhiet, ur gensonenn ankoue dre dostaat mouezhiet pe c'hoazh evel ur stankenn darzh gargadennekaet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search