SdKfz 251

SdKfz 251
familh karbedoù stourm
Iskevrennad eusarmored personnel carrier, half-track Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Heuliet gantSd.Kfz. 250 Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
ManufacturerHanomag Kemmañ
DiorroerHanomag Kemmañ
Lakaet er servij1939 Kemmañ
Service retirement1945 Kemmañ
Poltred e-pad kampagn Mae 1940 : ar jeneral Heinz Guderian, tad ar Panzer, en e garbed-penn SdKfz 251

Ar Sonderkraftfahrzeug 251 (ger-ha-ger : "karbed stourm arbennik"), SdKfz 251 e anv-kod, a oa ur c'harbed-stourm hobregonet alaman hanter raouiet hag a voe produet a-hed an Eil Brezel-bed gant an embregerezh alaman Hanomag (alamaneg: Hannoversche Maschinenbau AG).

E renkadur an Heer a oa an hini Schützenpanzer ("karbed stourm an droadegiezh").

Implijet e oa bet dreist-holl gant ar Panzerdivisionen hag an unvezioù Panzergrenadier.

Lod eus pezhioù mekanik eus an SdKfz 7 a oa adimplijet war an SdKfz 251.

Ar c'harr hobregonet-se raouiet a zo bet an hini produet ar muiañ gant an Alamaned, pa voe 15 252 anezho produet gant an adstummoù. Ne oant ket bet holl produet gant an embregerezh Hanomag met al lesanv Hanomags a chomo stag ouzh an SdKfz memestra gant ar Gevredidi kement evit tu an Ahel.[1]

Ar Schützenpanzer o tagañ e su URSS ; ar stummoù Sd.Kfz 250, Sd.Kfz 250/3 Funkpanzerwagen hag an hini Sd.Kfz. 251 a c'heller gwelet.
  1. Green, Michael. Anderson, Thomas. Schulz, Frank. German Tanks of World War II. Embanner Zenith Imprint, 2000.ISBN 978-0-7603-0671-0 (en)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search