Seleukided

Rouantelezhioù an Diadoked hag impalaeriezh ar Seleukided war-dro 301 kent JK.
Impalaeriezh ar Seleukided en 200 goude JK.
Seleukos I Nikator
Istor Iran


Un dierniezh krouet gant Seleukos (gresianeg: Σέλευκος Νικάτωρ) unan eus jeneraled Aleksandr Veur eo ar Seleukided. Goude marv Aleksandr ez eas an darn vrasañ eus e impalaeriezh gant Seleukos. En em ledañ a rae ar vro eus ar mor Kreizdouar d'an Indus. Padet eo ren ar Seleukided eus -305 betek -64.

Dre ziouer a hêr talvoudus (ur bugel da c'henel hag un hantervreur bresk e spered) e voe rannet impalaeriezh Aleksandr Veur (marvet d'an 23 a viz Mezheven -323) etre e bevar jeneral tostañ. Kemeret e voe ganto an titl a Diadoked, ar pezh a dalvez "hêr" e gresianeg.

Unan anezho, Seleukos I Nikator a dapas evitañ rann aziat impalaeriezh Aleksandr. Krouiñ a reas e gêr-benn da zont, Seleukia (a zeuio da vezañ Antiokeia diwezhatoc'h, ha pa chomfe amsklaer ar gronologiezh), war aod ar mor Kreizdouar. Mont a reas an dierniezh da get e -64, gant Antiokos XIII Asiaticus, digarget eus e ditl gant Pompeius bet sujet gantañ Siria, anezhañ tamm diwezhañ ar rouantelezh seleukid, a zeuas da vezañ ur broviñs roman.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search