Skiant-faltazi

Amazing Stories, ar c'hentañ kelaouenn skiant-faltazi amerikan

Ar skiant-faltazi (berradur: SF) a zo un doare danevellañ, el lennegezh hag er sinema dreist-holl, diazezet war ar pezh a c'hallfe bezañ an amzer da zont ha bedoù dianav (planedennoù a-bell, bedoù kenstur, beajoù en egor, spesadoù speredek all, ha toud), diwar an anaoudegezhioù a-vremañ (er skiantoù, en teknologiezhioù, en ethnologiezh, ha kement zo).
Hervez Lester Del Rey, ar skiant-faltazi zo diazezet, evit ul lodenn vras, war ar fed da skrivañ en un doare poellek diwar-benn traoù a c'halffe bezañ.
E kenarroud an istor, e elfennoù faltaziek a c'hall bezañ anezhe hervez al lezennoù termenet gant ar skiant pe hervez lezennoù eus an natur zo goulakaet gant ar skiant (daoust ma c'hall lod eus elfennoù un istor bezañ poelladoù penn-da-benn).
Diazezet eo hanter war ar skiant ha hanter war ar faltazi.

  • War ar skiant, peogwir e kemer alies harp war an araokaat skiantel, (hini an amzer-vremañ pe hini un amzer da zont damhunvreet) evit kontañ istorioù a bep seurt, evel beajoù en egor pe en amzer,
  • War ar faltazi peogwir ne c'hall ket ar skrivagner fougeal e oar gwelloc'h eget nikun petra a c'hoarvezo, ha ne vez ket gwall skiantel an istorioù atav, pa vez kaoz eus brezelioù war ar blanedenn Veurzh lakaomp e romantoù Edgar Rice Burroughs.

Gwellañ perzh ar skiant-faltazi a zo reiñ frankiz da ijin ar skrivagner, ar gwashañ a zo distagañ an dud diouzh ar gwirvoud. Ar perzhioù mat ha fall-se a vez kavet gant meur a hini ivez er c'hoarioù elektronek, en drammoù, pe er Genrouedad.

Disheñvel eo diouzh ar moliac'h a zo diazezet war elfennoù dreistnaturel ha deus ar faltazi a implij kentoc'h an hudouriezh ha sevenadurioù tost da re hon amzer dremenet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search