Skin (geometriezh)

Ur c'helc'h gant un nebeud linennoù stag outañ

E geometriezh klasel e vez lavaret skinoù ur c'helc'h pe ur sferenn eus ar segmantoù a zo etre ar greizenn hag ar poentoù eus ar c'helc'h-se pe eus ar sferenn-se. Dre astenn-ster e vez lavaret skin ar c'helc'h pe ar sferenn eus hirder un hevelep segmant, hag an hanter eus an diametr eo.[1]

En un doare hollekoc'h, e geometriezh, e skiant, en ijinerezh ha war meur a dachenn all, e vez graet skin un dra bennak (da skouer : ur granenn, ur poligon, ur pezh mekanikerezh, un toull pe ur steredeg) eus ar pellder etre e greizenn pe e ahel simetriezh hag ur poent eus ar bord : peuliesañ ar poent pellañ diouzh ar greizenn pe an ahel (ar skin hirañ, pe a-wezhioù ar poent tostañ (ar skin berrañ)[2]. Mar n'eus kreizenn anat ebet e kemerer skin ar c'helc'h troskrivet pe ar sferenn droskrivet. A-benn neuze e c'hell ar skin bezañ hiroc'h eget an hanter eus an diametr (a vez termenet peurvuiañ evel ar pellder brasañ etre daou boent eus ar figurenn).

  1. (en) Termenadur ar skin (radius) e saozneg el lec'hienn mathwords.com. Gweladennet d'an 8 Eost 2009.
  2. (en) Robert Clarke James, Glenn James (1992), Mathematics dictionary. 548 pajenn, Springer ISBN 0-412-99041-5, 9780412990410

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search