Steudadur dre skeul-renk

Steudadur
morfologel-kevreadurezhel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen steudadur dre skeul-renk pe merkadur eeun-gin (saoz. hierarchical alignement pe direct-inverse language) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez lakaet an diforc'h yezhadurel etre arguzenn rener/graer un ober displeget gant ur verb diouzh un tu hag arguzenn renadennoù ur verb gant merkoù o tennañ da urzhaz (saoz. salience) pep arguzenn an eil e-keñver eben.

Daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur sistem dre skeul-renk evit merkañ ar verboù e c'hell ur yezh bennak merkañ an anvioù-kadarn oc'h implijout steudadurioù morfologel-kevreadurezhel a bep seurt.

Implijet e vez frammadurioù eeun ha framamdurioù gin gant yezhoù gante ur steudadur dre skeul-renk:

  • Frammadur eeun: implijet p'emañ uheloc'h renk urzhaz rener ur verb tranzitivel evit hini ar renadenn, o tennañ renk an urzhaz d'ar fed m'eo bev pe get, d'ar fed m'eo an tema pe get hag ivez d'ar seul-renk ar gourioù yezhadurel, da lâret eo 1añ > 2l > 3de...
  • Frammadur gin: implijet en degouezhioù all, da lâret eo p'emañ uheloc'h renk urzhaz ar renadenn evit hini ar rener.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search