Strizh-mor Malaka

Strizh-mor Malaka
strizh-mor
Bro an diazadMalaysia, Indonezia, Singapour Kemmañ
Anvet diwarMalacca Kemmañ
StadIndonezia, Malaysia, Singapour Kemmañ
Daveennoù douaroniel2°30′0″N 101°10′0″E Kemmañ
Map

Emañ strizh-mor Malaka etre Ledenez Malaysia hag Indonezia (ul lodenn anezhi, enez Sumatra). Ul liamm etre Mor Andaman, ul lodenn eus Meurvor Indez, ha Mor Sina ar Su eo dre un tremen hir kenañ hag ar strizh-mor hirañ er bed eo: 930 km hirder zo dezhañ, hag etre 38 ha 393 km ledanded, met e anvet ar poentoù strishañ strizhoù-mor ivez ken ez eus ur strizh-mor Philips, ar poent strishañ a gaver e strizh-mor Singapour !

Ul lec'h treizhidell-mor eus ar pouezusañ er bed eo strizh-mor Melaka pa vez implijet evit kas an darn vuiañ eus an tireoul o deus ezhomm Sina ha Japan, ar re-se e-touez bevezerien vrasañ an energiezh. Daou borzh-kenwerzh bras a zo war e riblennoù, Malaka (Indonezia), ur gêr anvet Malakka pe Malacca e meur a yezh, ha Singapour, ar "geoded-riez", da-gentañ-holl.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search