Suafrika

Ar pennad-mañ a denn d'ar stad anvet Republik Suafrika. Evit rann su kevandir Afrika, gwelet Afrika ar Su.
Republik Suafrika
Kartenn Suafrika
Banniel Ardamezioù

Sturienn
!ke e ǀxarra ǀǀke
(ǀXameg : "Unvaniezh el liested")
Kan broadel

Melestradur
Renad Republik prezidantel
gant doareoù kevreadel
Dizalc'hiezh 31 Mae 1910
Kêr-benn Pretoria (Gouarnamant)
Ar C'hab (Parlamant)
Bloemfontein (Justis)
Kêr vrasañ Johannesburg
Prezidant Cyril Ramaphosa
15 C'hwevrer 2018
Yezhoù ofisiel 11[1]
Yezhoù rannvroel
anzavet
9[2]
Yezhoù all 15 +[3]
Douaroniezh
Gorread 1 221 037 km²
Harzoù 4 750 km
Botswana 1 840 km
Lesotho 909 km
Namibia 855 km
Mozambik 491 km
Eswatini 430 km
Zimbabwe 225 km
Aodoù 2 798 km
Uhelderioù Izelañ : 0 m
Uhelañ : 3 408 m
Poblañs 58 775 022
(Gouere 2019)[4]
Stankted 48 ann./km²
Moneiz Rand suafrikat (ZAR)
Gwerzhid-eur UTC+2 (SAST)
Kod ISO 3166 ZA
Kod pellgomz +27
Kenrouedad .za

Internet www.gov.za

Suafrika (a veze anvet Unaniezh Suafrika gwechall) zo anezhi ur republik lec’hiet e su pellañ Afrika. Broioù amezek zo dezhi en norzh, Namibia, Botswana ha Zimbabwe, hag er gevred, Mozambik ha Eswatini. Un enklozadur e Suafrika eo Lesotho.

N'eo ket bet heñvel emdroadur Suafrika ouzh hini ar broioù afrikat all. Daou abeg zo da se : deuet ez eus muioc’h a Europiz d’ober o annez er vro eget er broioù all ha mengleuzioù kailh a-leizh zo en he c’hondon, ar pezh a zedenne kalz Kornôgiz, dreist-holl e-pad ar Brezel yen. Dre ma oa deuet kalz a Europiz d'ar vro e weler a bep seurt tud neuzioù disheñvel dezho hiziv an deiz.
Suafrika, zo tost da 59 milion a dud o chom enni, zo er plas kentañ evit an armerzh en Afrika. E Suafrika, a-douez broioù Afrika, emañ ar poblañsoù hiron, gwenn hag indezat an niverusañ : 80,2 % a Vorianed, 8,8 % a dud hiron, 8,4 % a dud wenn ha 2,5 % a Azianed a ya d'ober poblañs Suafrika.

Goude bezañ bet bro an apartheid e-pad degadoù a vloavezhioù ez eo lesanvet ar vro bremañ ar vroad kanevedenn.

  1. Zouloueg, xhosaeg, afrikaneg, saozneg, Sothoeg an norzh, tswaneg, sothoeg ar su, tsongeg, swatieg, vendeg ha ndebeleg ar su.
  2. Nederlandeg, goudjarateg, hindeg, ourdoueg, ndebeleg an norzh, sefoutieg, portugaleg, tamileg ha telougoueg.
  3. Yezhoù koek, koekoek ha koiek-sanek, yezh suafrikan ar sinoù, alamaneg, gresianeg, arabeg, hebraeg, sanskriteg, ha « yezhoù all implijet evit abegoù relijiel » hervez mellad 5 rann 6 pennad 1 Bonreizh Republik Suafrika. Kavet : 19/11/2019. (en).
  4. (en) Mid-year population estimates, 2019. Kavet : 19/11/2019.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search