Tel Aviv

תל אביב-יפו
تل أبيب-يافا)
Tel Aviv

Tel Aviv diouzh noz
Lec'hiadur
Lec'hiadur Tel Aviv en Israel
Lec'hiadur Tel Aviv en Israel
Lec'hiadur Tel Aviv e distrig Tel Aviv
Lec'hiadur Tel Aviv e distrig Tel Aviv
Ardamez ha banniel
Ardamez Tel Aviv
Ardamez Tel Aviv
Banniel Tel Aviv
Banniel Tel Aviv
Ditouroù
Gorread 51,76 km2
Poblañs 405 200 (2010)
Stankted 7867, 7 annezad/km²
Distrig Distrig Tel Aviv
Kod post 61999
Politikerezh
Maer Ron Huldai
HaAvoda
Lec'hienn ofisiel tel-aviv.gov.il
Un droiad e Tel-Aviv

Tel Aviv-Jaffa ( hebraeg תל אביב-יפו, Tel Aviv a dalvez Run an nevez-amzer ; en arabeg تل أبيب-يافا, Tal Abīb-Yāfā) a zo ur veurgêr war aodoù Israel. An anv Jaffa a implijer a-benn envel ar gêr arab kozh a voe kendeuzet e 1950.

Tel Aviv gwelet gant al loarell Spot

Er veurgêr ez eus meur a gêr distag, en holl ez eus war-dro 3 milion a annezidi strewet war 14 km a-hed aod ar Mor kreizdouarel. E Tel Aviv-Jaffa ez eus war-dro 390 100 annezad, eil kêr vras ar vro eo. Anvet eo Gush Dan ar veurgêr, enni ar c’hêrioù Bat Yam, Holon, Ramat Gan, Givatayim, Bnei Brak, Petah Tikva, Rishon LeZion, Ramat Ha-Sharon ha Herzliya. En tolpad kêrel-se ez eus 3 100 000 a annezidi. E-pad an hañv e vez tomm ha gleb an amzer, padal eo kerreizh an hin e-pad ar goañv.

Al lod vrasañ eus ar c’hannatioù estren a gaver e Tel Aviv, dre ma n’eo ket anavezet Jeruzalem evel kêrbenn gant an holl stadoù. A-fet sevenadur ez eo kêrbenn Israel, hag ur gêr a vez gweladennnet kalz gant an douristed eo ivez.

Kêr Wenn Tel Aviv a zo enskrivet e glad bedel UNESCO.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search