The Velvet Underground

The Velvet Underground (meur a wezh 'vez graet "Velvet" berr-ha-berr pe "VU" ag ar strollad-mañ) a oa ur strollad sonerezh rock (hag a vez graet "rock underground" sañset get darn, pe "psikedelik" get tud arall, pezh n'eo ket sur) hag a oa àr ar charre e dibenn ar bleadoù tri-ugent ha penn kentañ ar bleadoù dek ha tri-ugent. Ne reas ket kement a verzh d'ar mare-se 'vat, evit pezh a sell doc'h an argant rastellet getoñ, neoazh en deus levezonet ur bochad strolladoù àr e lerc'h, betek bremañ. Sed amañ poz Brian Eno àr o diwoud : "gwerzhet e oa bet un nebeud kantadoù pladennoù hepken gete, met ur strollad a oa bet savet get peb prenour 'vat". El-rezon eh a un tammig re bell geti met setu un doare da skeudenniñ levezon dreist-ordinal ar strollad-se. Graet "strollad kult" ag ur seurt strollad, ur strollad lidet get e garourion, dreist-holl pa gendalc'h ar lid-se e-pad bleadoù àr-lerc'h buhez ar strollad e-unan (hag a oa bet berr a-walc'h, ur pemp ble bennaket moarvat).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search