Tiegezh Habsburg

Tiegezh Habsburg
Tierniezh
Rann eusEtichonids Kemmañ
Deiziad krouiñ11. century Kemmañ
Anv er yezh a orinHabsburger Kemmañ
Anvet diwarHabsburg Castle, Habsburg Kemmañ
DiazezerGuntram the Rich Kemmañ
Ger-sturA.E.I.O.U. Kemmañ
StadArchduchy of Austria, Kurunenn Kastilha, Kurunenn Aragon, Iberian Union, Rouantelezh Portugal Kemmañ
Perc'henn warCounty of Tyrol Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsloveneg Kemmañ
Deiziad divodadur1780 Kemmañ
Roll elfennoùHabsburg family tree Kemmañ
Banniel an Habsbourged; betek 1918 banniel Aostria ivez.

An Habsbourged (alamaneg: Habsburger) pe Tiegezh Habsburg, a oa unan eus lignezoù galloudusañ Europa. Ren a raent war an Impalaeriezh santel roman german eus 1438 betek 1806, war Spagn eus 1504 betek 1700, war Portugal eus 1556 betek 1640, war Impalaeriezh Aostria eus 1804 betek 1867, war Brazil eus 1822 betek 1826, war Mec'hiko eus 1864 betek 1867, war Aostria-Hungaria eus 1867 betek 1918 ha war meur a vro italian en XVIIIvet kantved hag en XIXvet kantved.

Eus Elzas e oa deuet ar familh. En un daolenn-gerentiezh skrivet e 1160 (an Acta Murensia) e vez graet "hendad an Habsbourged" eus Gountram ar Pinvidik († 973), kont Breisgau hag Elzas. War-dro 1020 e voe savet Kastell Habsbourg e Suis gant Radbot, mab-bihan da C'hountram. E 1100 e tegemeras Otto, kont Habsbourg († 1111), anv ar c'hastell evel hini al lignez.

Goude bezañ bet trec'h war Ottokar II Přemysl Bohemia e c'hounezas Rudolf Habsbourg Aostria ha Stiria. Divroañ a reas da Vienna e 1278. Eus 1438 betek 1806 e renas an Habsbourged war an Impalaeriezh, ha ne oa nemet un impalaer eus ul lignez all e-pad ar prantad-se (Karl VII Wittelsbac'h, a renas eus 1742 betek 1745).

E 1804 e tegemeras Franz II, rener diwezhañ an Impalaeriezh Roman ha German, an titl a Impalaer Aostria hag e 1806 e tilezas an tron alaman da vat. E 1918, kollet ar brezel bed kentañ gant Aostria-Hungaria, e voe diazezet Republik Aostria ha lakaet an Habsbourged da guitaat ar vro.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search