Tizh

Falc'hun pirc'hirin
(Falco peregrinus)
Herrekañ loen war an Douar
108,05 m/s (389 km/h)

Tizh a reer er fiñvoniezh eus ar c'hementad a vuanded a zo gant un draezenn, da lavarout eo eus feur ar c'hemm en e lec'hiadur sturiadel en egor, hep kemer e kont na stur na ster roud an draezenn.
Ur ventenn skeuliadel eo an tizh peogwir eo dizalc'h diouzh roud an draezenn en egor, a zo sturiadel evel an nerzh pe ar vuanded.

  • Er fiñvoniezh e tiforc'her tizh diouzh buanded : n'eus na stur na ster da dizh un draezenn, ur c'hementad hepken zo dezhañ, evel ar gwrezverk pe ar gwask ; ur stur (e.g. ul linenn Norzh-Su) hag ur ster (e.g. war-du ar Su) zo da vuanded un draezenn ouzhpenn he zizh.

Tizh keitat un draezenn eo an hed diskaret ganti rannet dre badelezh he fiñvadenn ; tizh predel a reer eus he zizh keitad pa dosta ar pad da vann.

Evit jediñ tizh un draezenn e ranner hirder he hentad dre an amzer a laka evit mont eus an eil penn d'egile. Ar metr dre eilenn (aroueziet m/s pe m·s−1) eo unanenn an tizh hervez erbedadennoù an SI; da skouer : 27,77 m/s eo tizh ur c'harbed a laka un eurvezh da ziskar 100 km (105 m ÷ 3600 s). Ul lieskement eus an unanenn-se eo a vez implijet war ar pemdez avat : ar c'hilometr dre eur (km/h, da lavarout eo 1 000 m/3 600 s) ; kentoc'h eget merkañ 2,77 m/s, odometr ur c'harr-tan a ziskouezo 100 km/h eta.

Bevennet gant arlakadenn ar geñverelezh arbennik Albert Einstein eo skalfad an tizh, en em astenn eus 0 m/s (an difiñv) betek 299 792 458 m/s (tizh ar gouloù er peurc'houllo) ; herr eo anv an tizh er fizik keñverel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search