Torah

Torah war ziskouez e sinagogenn an Associació Call de Barcelona (Katalonia).

An Torah (hebraeg: תורה "Deskadurezh", "Kelenn", "Lezenn") en deus meur dalvoudegezh, da gentañ "Pemp Levr Moizez" diwar 24 levr an Tanac'h (Bibl ar Yuzevien), a anavezer ivez dindan an anv Torah dre skrid. Gant lod e talvez ivez an istor kontet er 24 levr betek fin an Tanac'h ha gallout a ra talvezet ivez holl gelennadurezh yuzev, eus an testennoù betek al lennegezh rabinek, ar pezh a anver Torah dre gomz. E-kreiz an holl dalvoudegezhioù-se emañ ar mennozh ez eus en Torah orin ar bobl yuzev, penaos int bet krouet gant Doue, o diaezamantoù hag o emglev gant Doue, a zo un doare-bevañ a bled gant redioù moral hag etik e stumm ul lezenn relijiel ha keodedel (halac'ha).

Pa vez moullet e stumm ur c'hodeks e vez lakaet gantañ disklêriadennoù ar rabined. Evit al lid avat e implijer stumm dre rolloù (sefer Torah) n'eus enno Pemp Levr Moizez nemetken.

El lennegezh rabinek e reer gant Torah anv eus daou dra, ar Pemp levr (תורה שבכתב "Torah a zo skrivet") hag an Torah dre gomz (תורה שבעל פה, "Torah a zo lavaret"), ennañ astennadennoù ha disklêriadennoù berniet a-hed ar c'hantvedoù gant ar rabined diwar un hengoun dre gomz ha skrivet bremañ en Talmud hag er Midrach. Hervez an hengoun e oa bet diskuliet da Voizez gant Doue war ar Menez Sinai (hag e lec'hioù all) holl gelennadurezh an daou Dorah hag e oa bet bizskrivet an Torah dre skrid gant Moizez. Hervez ar Midrach e voe skrivet an Torah a-raok krouidigezh ar bed hag en doa servijet da raktres ar grouidigezh. Hervez an arbennigourien avat e voe skrivet, pe da nebeutañ dastumet hag adaozet, da vare Harlu Babilon er VIvet kantved a-raok hon mare, diwar mammennoù dre skrid ha dre gomz koshoc'h, a-raok peuzechuiñ al labour kenaozañ e-pad ar mare Post-harluad (Vvet kantved a-raok hon mare).

Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur sofer, ur skrib. Skrivet e vezont en hebraeg, yezh hengounel ha relijiel ar Yuzevien. Un darn eus an Torah a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.

Sellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion : er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search