Rann eus | Mitologiezh Henc'hres ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 3000 BCE ![]() |
Anv er yezh a orin | Τροία, 𒌷𒉌𒅆𒇷 ![]() |
Emezelet ouzh | Museum Directorate of Çanakkale ![]() |
Stad | Turkia ![]() |
E tiriad | Çanakkale ![]() |
Lec'h | Hisarlik ![]() |
Daveennoù douaroniel | 39°57′27″N 26°14′20″E ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Brezel Troia ![]() |
Deiziad divodañ | 500 ![]() |
Statud gladel | Glad bedel ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://muze.gov.tr/muze-detay?sectionId=TRV01&distId=TRV ![]() |
World Heritage criteria | (ii), (iii), (vi) ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Troy ![]() |
Troia, Τροία Troia pe Ίλιον Ilion e henc'hresianeg, Troia pe Ilium e latin, a zo ur geoded vojennel a c'hoarvezas brezel Troia dirak he mogerioù hervez an Ilias dreist-holl, unan eus an daou varzhoneg meurzanevellek lakaet dindan anv Homeros.
Pa oa an impalaer roman Aogust o ren e oa bet diazezet eno ar geoded nevez Ilium a vleunias betek krouidigezh Kergustentin, a reas dezhi digreskiñ e-pad Impalaeriezh roman ar Reter.
Er bloavezhioù 1870 e teuas an arkeologour alaman Heinrich Schliemann da furchal el lec'h ma krede dezhañ e oa Troia dre forzh lenn an testennoù kozh. Kavet ez eus bet meur a geoded savet an eil war eben a-hed ar c'hantvedoù. Soñjet ez eus bet e c'hellfe ar geoded anvet Troia VII bezañ hini Homeros marteze.
Lod a soñj e c'hellfe ar geoded-se bezañ Wilusa, ur gêr meneget e testennoù hittitek. Marteze e teufe Wilusa eus Wilion, un anv tost ouzh hini Ilion.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search