Tugdual Kalvez

Tugdual Kalvez, ganet d'an 22 Kerzu 1937 e Plañvour, a zo ur c'helenner war ar brederouriezh hag ul liesskrivagner. Unan eus krouerien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 e voe, hag eñ prezidant kentañ ar gevredigezh betek 1990.

Kemer a reas perzh er strollad kan ha sonerezh An Namnediz.

Kelenner prederouriezh ha brezhoneg e oa en Alre betek ar c'houlz da vont war e leve. Bet eo ivez prezidant Kelc'h Sevenadurel Gwened ha labouret en deus kalz gant Kendalc'h ha Skol-Uhel ar Vro. Kelennet en deus ar brezhoneg el lec'hioù boutin ivez.

Savet en deus danevelloù ha barzhonegoù e brezhoneg hag e galleg. E galleg en deus savet levrioù war al lec'hanvioù hag an istor lec'hel. Ar geriadur prederouriezh kentañ evit ar brezhoneg en deus savet ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search