Unkorneg

La licorne
"Gypsographie" gant Pierre Roche, 1920

Unkorneg[1] (a-wechoù marc'h-korneg pe likorn) a reer e brezhoneg eus ul loen mojennel skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all[2]. Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.

  1. Unkorneg eo a gaver peurvuiañ er geriadurioù brezhoneg : unkorneg e Geriadur Vallée, 1931, hag e Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), geriadur Reun ar Glev, hini saozneg-brezhoneg Delaporte (1990), Mon premier dictionnaire breton-français gant Martial Ménard (2010), Geriadur kembraeg-brezhoneg Rita Williams, ha Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)... ; hag unkorn gant Vallée, Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh Yellen & Abennez (1965) (adkemeret ivez gant ar Glev).
    Likorn, diwar ar galleg licorne – 1385, eus an italianeg alicorno un distummadur eus unicorne (XXI vet) — zo er C'hatolicon hag e Geriadur Favereau ; en hennezh e lenner : « & aerlin (Luzel) », ar pezh a zo fazius : gwelit Kontadennoù ar Bobl, levrenn 3, p. 119, l. 21 hag an notenn 11 p. 122.
    Marc'h-kornek a gaver e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, hogen nag en e C'heriadur istorel ar brezhoneg nag e tu galleg-brezhoneg e c'heriadurioù ; implijet eo bet ivez gant Mark Kerrain meur a wech, evel en e droidigezh evit Harry Potter ha Maen ar Furien (2012)
  2. Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search