Vichnou

Vichnou (sañskriteg विष्णु, distaget: viṣṇu), anvet ivez Narayan(a) (नारायण; nārāyaṇa) a zo unan eus doueed an hindouegezh, liammet ouzh ar c’hendalc’h hag ar gwarez. Eil doue an trimourti (trimūrti) eo, gant Brahma ha Chiva. Doue ar vuhez-marv-adc’hanedigezh eo ivez. Gant an trimourti ez eo aroueziet kelc’h ar vuhez :

  • Brahma eo ar c’hrouer
  • Vichnou eo ar gwarezer
  • Chiva eo an distrujer
Vichnou azezet war e lotuzenn

Alies e vez skeudennet Vichnou azezet pe o tiskuizhañ war ul lotuzenn. Dimezet eo gant Lakshmi, doueez ar binvidigezh hag ar chañs. Gantañ e vez ivez e erer, Garouda e anv. A-drugarez d’ar rishi e teuas a-benn Vichnou da aozañ un arsav-brezel etre Vritra hag Indra. A-wechoù e vez gwelet ivez an Douar (Bhūmi pe Bhû Devi) evel gwreg Vichnou. Pa oa war-nes bezañ beuzet dindan an dour e voe saveteet an Douar gantañ (dindan ur stumm all anvet Varâha). Liammet eo ivez ouzh ar roueelezh, rak stag eo an Douar (Bhūmi) hag ar chañs (Lakshmi) ouzh ar roue. E sañskriteg ec’h implijer ar ger bhūpati da dermeniñ ar roue, hag ar ger-se a c’hall talvezout “mestr” pe “gwaz” an Douar.

Bepred e vez gwisket gant ur mintr, un arouez ouzhpenn eus ar roueelezh. Daoust ma c’haller soñjal ez eo Indra roue an doueed e tiskouez an arouez-se eo bet kemeret ar roll-se gant Vichnou. Kemend-se a zo kadarnaet gant ur bern mojennoù e-lec’h ma vez mezhekaet Indra gant Vichnou (dindan unan eus e enkorfadurioù).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search