Voltaire

Adolph von Menzel : Taoliad. Voltaire gant roue Prusia Friedrich II Prusia e kastell Sans-Souci, e Postdam, Alte Nationalgalerie, Berlin.

Voltaire [volˈtɛʁ] a oa anv-pluenn François Marie Arouet [fʁɑ̃swa maʁi aʁuˈwe] (met ouzhpennet e veze le Jeune ouzh e gwir anv alies) a oa ganet d'an 21 a viz Du 1694 e Pariz (kêr-benn Bro-C'hall), hag eno e varvas d'an 30 a viz Mae 1778.

Un istorour, barzh, ha prederour gall e oa, brudet en e amzer hag en e vro, ha zoken e broioù all, hag ur skrivagner gallek hag a skrivas kalz hag a bep seurt, 2 000 levr a-hervez, hag 20 000 lizher, ha berzh bras a reas en XVIIIvet kantved.

Voltaire a grede e Doue, met ne oa ket katolik da vat : a-du e oa gant ar frankiz relijel, hag a-enep d'ar vonarkiezh diharz. Voltaire a oa kentoc'h a-du gant ur vonarkiezh diwar skouer hini Bro-Saoz. Chomet eo brudet betek an deiz a-vremañ peogwir en deus gouestlet e skridoù hag e soñjoù d'ar justis, d'ar wirionez ha d'an doujañs ouzh ar frankiz relijiel. E darempred e oa gant noblañsoù ha tud pinvidik, impljet en deus an darempredoù-se evit difenn e soñjoù ha stourm a-enep an amreoliezh (afer Calas pe hini ar marc'heg De La Barre). E zoare da skrivañ a veze alies flemmus, fent ha kriz war an dro. Harluet ha bac'het e voe tro ha tro.

Lennadenn trajedienn "L'orphelin de la Chine" gant Voltaire e saloñs an Itron Geoffrin. E foñs an daolenn emañ kef Voltaire.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search