Yaou (deiz)

An doue Thor, livet gant Mårten Eskil Winge, 1872

Ar Yaou eo an deiz etre ar Merc'her hag ar Gwener. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar pevare deiz eus ar sizhun.
Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro e kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar pempet deiz.
Eus an doue roman Yaou e teu an anv, Jovis e latin, doue ar c'hurun, an taran. An doue an hini en deus roet e anv d'ar Yaou e saozneg : Thursday, "Devezh Thor"[1].

  1. (en) Online Etymology Dictionary

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search