Yellow Submarine (albom)

Yellow Submarine (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 13 a viz Genver 1969
Enrolladur Studioioù Abbey Road & De Lane Dea, Londrez
Pad 39:16
Produer George Martin
Label Apple Records
Albomoù The Beatles
The Beatles (1968)
Abbey Road (1969)

Dekvet albom ar Beatles eo Yellow Submarine, embannet d'an 13 a viz Genver 1969 er Stadoù-Unanet ha d'ar 17 a viz Genver 1969 er Rouantelezh-Unanet. Embannet eo bet evel sonerezh ar film-bevaat skignet e miz Gouere 1968. War ar bladenn e klever c'hwec'h kanaouenn gant ar Beatles, peder nevez ha div bet embannet a-raok, Yellow Submarine hag All You Need Is Love. Ar peurrest eus an albom eo ar sonerezh aozet hag enrollet gant George Martin. Ur redi e-keñver ar c'hevratoù a oa bet an albom-se ha biskoazh n'eo bet gwelet evel un albom a-bouez, gant ar strollad zoken.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search