Yoav, mab Serouya a oa, hervez Eil Levr Shmouel an Tanac'h pa renas David war holl Israel : « Yoav, mab Serouya, a oa e penn an arme, ha Yehoshafat, eñvorennour » (2S 8,16)[1].
Servijour Feal da Zavid oa eus un tu mat techet da vont en tu-hont da urzhioù e roue eus un tu all peogwir e soñje e oa mat evit ar rouantelezh pe evit abegoù personel.
Bez e voe a hini a sentas ouzh David o kas Uria an Hitiad, gwaz Bat-Sheva, d'ar marv[2].
Bez e voe an hini a lazhas Avshalom, mab David savet enep e dad, daoust da urzhioù ar roue[3] hag a reas kentel goude da Zavid a zouge kañv da Avshalom.
Lazhañ a reas Avner[4] hag Amasa[5] daou benngadour a Israel.
A-raok mervel e lavaras David da Salaun a-zivout Yoav : « Ober a ri hervez da furnezh, met ne lezi ket diskenn e vlev gwenn e peoc'h d'ar Sheol. » [6]
Lazhet e voe Yoav war urzh Salaun peogwir e « oa bet dedennet da heul Adonia »[7], mab Hagit, hantervreur Salaun ha koshoc'h egetañ.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search