Young British Artists

Young British Artists (Arzourien vreizhveuriat yaouank) a zo ur strollad arzourien vreizhveuriat a-vremañ, al lod brasañ anezho a zo bet o studiañ er Goldsmiths College e Londrez. An dro-lavar « Young British Artist » a zeu eus un heuliad diskouezadegoù anvet evel-se, hag aozet e diskouezva Saatchi adalek 1992. Gant an diskouezadegoù-se e teuas ar arzourien-se da vezañ brudet. A-drugarez d'o doare da labourat e voent merzet ivez : temoù dic'hortoz hag atahinus, danvezioù divoutin ha loened. Gwelet mat e voent gant bed ar media, ha berzh a rejont e bed an arzoù er Rouantelezh-Unanet er bloavezhioù 1990. Un dro-lavar degemeret en istor an arzoù eo ivez. Damien Hirst ha Tracey Emin eo ar re vrudetañ en o zouez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search