Magical Mystery Tour (albom)

Magical Mystery Tour (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 27 a viz Du 1967 er Stadoù-Unanet (LP)
8 a viz Kerzu 1967 er Rouantelezh-Unanet (EP)
Enrolladur Studioioù Abbey Road & Chapell, Londrez
Pad 36:35 (LP) • 19:08 (EP)
Produer George Martin
Label Capitol (LP) • Parlophone (EP)
Albomoù The Beatles
Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (1967)
The Beatles (1968)

Magical Mystery Tour zo da gentañ ur bladenn embannet d'ar 27 a viz Du 1967 er Stadoù-Unanet hag ur bladenn-astennet, embannet d'ar 8 a viz Kerzu 1967 er Rouantelezh-Unanet. Enni e klever sonerezh ar film Magical Mystery Tour skignet d'ar memes bloaz war ar BBC. N'eus nemet kanaouennoù ar film en EP embannet er Rouantelezh-Unanet tra ma oa bet lakaet pemp kanaouenn ouzhpenn er bladenn en SUA, en o zouez ar singloù Strawberry Fields Forever/Penny Lane a oa bet embannet a-raok Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, ha tennet dioutañ. Abalamour da verzh stumm amerikan an albom eo bet embannet e 1976 gant Parlophone er Rouantelezh-Unanet. E-pad ar prantadoù-enrollañ-se e oa bet enrollet ar ganaouenn Hello, Goodbye, embannet e stumm ur single.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search