Continental Marines

Notenn : Arabat kemmeskañ ar Continental Marines gant an United States Marines Corps
Continental Marines
Banniel Skoed-ardamez
Banniel Gadsen ha skoed-ardamez ar Marines Kevandirel
Krouidigezh 10 a viz Du 1775
Padelezh 10 a viz Du 1775 - Ebrel 1783[1]
Sujidigezh Bodad kevandirel
Doare Troadegiezh mor
Ger-stur Don't tread on me! (Arabat bale warnon!)
Bro Stadoù-Unanet Amerika
Deiz-ha-bloaz 10 a viz Du
Anvioù all Marines

Leathernecks (choukoù-lêr)

Izili 2131:
  • 131 ofiserien
  • 2000 Marines emezelet

Ar Marines kevandirel (Saozneg: Continental Marines) a oa nerzhioù morlu kentañ an trizek trevadenn Amerikan e-pad Brezel dieubidigezh Amerika. Ar c'horfad-soudard a oa bet krouet gant ar Bodad kevandirel (Saozneg: Continental Congress) d'an 10 a viz Du 1775 ha roet lam dezhañ er bloavezh 1783.

Kefridi ar Marines kevandirel a oa liesseurt met an hini pennañ a oa da vezañ nerzhioù difenn ar bigi-brezel o tiwall an ofiserien hag iz-ofiserien ha talñ ouzh ur bourzhiadeg. E-pad an emgannioù war-vor ar re Marines mailh-tennerien a zae e pennoù uhelañ ar bigi evit tennañ war an ofiserien, iz-ofiserien, kanolierien ha sturierien ar bigi enebour.

D'ar muiañ ez eus bet 131 Ofiserien Marine Trevadennel hag a-vras 2000 Marine trevadennel emouestlet. Chom a rae nebeut Marines trevadennel goude ar brezel war ar bigi brezel met ar c'horfad na voe ket adsavet a-raok ar bloavezh 1798. En desped d'an toull-amzer-se etre mare ar Marines kevandirel hag ar c'hoarfad-soudard Marines a-hiziv, an United States Marine Corps a zalc'h d'an deiziad 10 a viz Du 1775 evit hini e zeiz-ha-bloaz[2]

Ar c'habiten Samuel Nicholas o ensellañ ar soudarded Marines ar re-se o tougen uhel ar banniel Rattlesnake
  1. Lec'hienn Marines.com rummad Istor an USMC.
  2. Lec'hienn Marines corps: Marine Corps Birthday

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search