New York

Evit Stad New York, gwelet amañ.

New York (distagadur saozneg amerikanek: [nuːˈjɔːɹk]) pe Kêr New York (evit lakaat kemm gant Stad New York), New York City e saozneg (City of New York ent-ofisiel, berradur NYC) eo kêr vrasañ Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet eo The Big Apple (ar Mell Aval) pe Ar gêr na gousk morse. A-wezhioù e vez graet Evrog Nevez anezhi e brezhoneg gant Mark Kerrain[1].

Pemp rann velestradurel ("borough") a ya d'ober kêr: Manhattan, Brooklyn, ar Queens, ar Bronx, ha Staten Island.

Unan eus brasañ kêrioù ar bed eo New York gant 8 336 817 a dud, hag e-kreiz ur vegalopolenn divent a 19 milion a dud dindan teir Stad (New York, New Jersey, ha Connecticut). Abaoe 1990 eo aet ar minorelezhioù d'ober al lodenn vrasañ eus kêriz. Ouzhpenn bezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed ez eo ivez unan eus ar re bouezusañ. Eno emañ sez Aozadur ar Broadoù Unanet, hag ul lec'h ekonomikel hep e bar gant Wall Street hag an New York Stock Exchange, yalc'h vrasañ ar bed.

  1. Mark Kerrain, Etre bourd ha fars, Sav-Heol.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search