Triseratops

Triseratops

Korf-eskern un triseratops
er Royal Tyrrell Museum e Drumheller, e Kanada
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Sauropsida
Urzhad : Ornithischia
Isurzhad : Marginocephalia
Danisurzhad : Ceratopia
Kerentiad : Ceratopsidae
Iskerentiad : Ceratopsinae
Genad : Triceratops
Spesadoù
  • Triceratops horridus
  • Triceratops prorsus
Pelec'h e veze kavet
Amerika an Hanternoz
Prantad
Kretase uhel, ~67-65 milion
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An triseratopsed a oa dinosaored geotdebrerien vras hag a veve e diwezh ar C'hretase, etre 67 ha 65 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Talvezout a ra o anv kement ha «loen a dri c'horn» (diwar an henc'hresianeg tri- (τρι) « tri », ceras (κέρας) « korn » hag -ops (ωψ) « dremm ») . Daou gorn a oa ouzh o zal hag unan berroc'h ouzh o fri. Dougen a raent ouzhpenn ur c'houzougenn askorn ledan a-dreñv d'o c'hlopenn evit gwareziñ o gouzoug hag o divskoaz. Pevarzroadek e oant, warno tres frikorneged divent gant izili pounner. Daoust ma n'eus bet adkavet relegenn glok ebet e soñjer e oa dezho pep a 5 pe 6 tonenn ha betek 9 metrad hirder ha 3 metrad uhelder. Bevañ a raent tamm-pe-damm d'ar memes mare ha d'ar memes lec'h hag an tiranosaored, an ankilosaored hag keratopsidae brudet all, an torosaored.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search