Baionetez

Stumm brudet ar vaionetez eus an XIXvet kantved

Baionetez[1], pe kleze-fuzuilh[2], a reer eus un arm-troc'h a vez staget ouzh kanol ur fuzuilh pe ouzh un arm damheñvel evit kaout nerzh tagañ ouzhpenn da hini an arm-tan evit ar stourm a-dost. Implijet-bras e oa bet dreist-holl da vare ar fuzuilhoù untenn pe tenn-ha-tenn. Ral eo e implij hiziv an deiz. Ar vaionetez zo deuet da vezañ muioc'h-mui un doare kinkladur evit an dibunadegoù.

An anv baionetez evit an arm-se zo deuet diwar ar galleg baïonnette (1575) eus anv Baiona, ur gêr en Norzh-Euskadi ma voe fardet ar baionetezoù kentañ er XVIvet kantved.[3]

  1. Geriadur Istorel ar Brezhoneg ha Geriadur Ménard
  2. Geriadur brezhoneg an Here
  3. Hervez termenadur ar ger e geriadur Littré enlinenn (lennet d'an 31/01/2024) (galleg)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search