Divwerzenn

Un divwerzenn zo ur barzhoneg, pe un darn eus ur barzhoneg, enni div werzenn klok o ster hep gwerzennoù all.

Krennlavaroù zo a zo divwerzennoù anezho :

Re gravat a boazh,
Re brezeg a noaz.

Er c'hatekiz e veze klasket deskiñ gourc'hemennoù Doue e stumm divwerzennoù :

Un doue hepken a adori
Ha dreist pep tra a gari.

Un doare da aesaat an deskiñ eo an divwerzennoù, evel an teirgwerzennoù hag ar pedergwerzennoù ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search