Sarkeg

Ar sarkeg (Lé Sèrtchais) a zo ur rannyezh normanek komzet e Sark diorroet diwar ar jerzenezeg bet kaset d’an enezezenn didud betek neuze gant ezvroidi eus Jerzenez, ez-resis a-orin eus Saint Ouën an darn vrasañ anezhe, er 16vet kantved, ha levezonet da c’houde gant ar gwernenezeg.

Kar eo d’an aldernezeg bet komzet gwezhall en Aldernez hag ivez d’ar rannyezhoù normanek komzet c’hoazh e Normandi.

Gwezhall e veze rannet ar sarkeg e div isrannyezh [1].

Aet eo kalz war-gil ar yezh abalamour dreist-holl d’an niver brasoc’h-brasañ a Saozon aet d’en em staliañ da Sark evit chom hep rankout paeañ tailhoù hag ivez abalamour ma n’eus bet graet striv ebet evit kas ar yezh war-raok.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search