The Beatles (pladenn)

The Beatles (pladenn)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 22 a viz Du 1968
Enrolladur 30 a viz Mae betek 14 a viz Here 1968
Studioioù Abbey Road & Trident, Londrez
Pad 93:33
Produer George Martin
Label Apple Records
Albomoù The Beatles
Magical Mystery Tour (1967)
Yellow Submarine (1969)

Navet albom ar Beatles eo The Beatles, lesanvet alies an Albom gwenn, embannet d'ar 22 a viz Du 1968 er Rouantelezh-Unanet. Albom-doubl nemetañ ar strollad an hini eo, embannet gant ur golo gwenn ha glann, engravet anv ar strollad warnañ hepken. Graet eo bet a-ratozh da lakaat kemm etre goloioù liesliv an albomoù bet embannet ar bloaz a-raok, dreist-holl Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band. Anavezet eo The Beatles evel un aridennad kanaouennoù pep hini feal d'ur jañr (folk, British blues, ska, music-hall pe avant-garde, da skouer), met hep liamm kreñv etrezo.

30 kanaouenn zo en albom, 19 anezho krouet en India e-pad ur staj prederiegezh. Dre ma ne oa nemet gitaroù akoustik ganto e chom ar c'hanaouennoù tost ouzh ar benveg-se, ha leun a ganaouennoù zo bet enrollet solo pe gant darn eus ar strollad hepken. Nebeutoc'h a efedoù studio zo bet implijet en albom-mañ.

Tenn eo bet aergelc'h ar prantadoù-enrollañ, dre c'hoantoù disheñvel izili ar strollad, bezañs Yoko Ono, mignonez nevez John Lennon, tra ma veze berzet bezañs mignonezed ar Beatles en o labour betek-henn. Ken tenn e oa deuet an traoù da vezañ ma aet an ijinour son Geoff Emerick e-kerzh un enrolladenn ha vakañsoù-trumm a oa bet kemeret gant George Martin ha Ringo Starr zoken.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search